Ar gwinizh-du pe ed-du

Ar gwinizh-du pe ed-du (Fagopyrum esculentum)

Istor an ed arouezus eus Breizh A orin eus Azia eo ar blantenn-mañ. Plantet eo bet e Breizh e penn-diwezhañ ar XVvet kantved. Abalamour ma vez rust eo bet plijet gant douar silikek ha gleb Breizh.

Lavaret e vez e oa Anna Vreizh he doa graet evit gounid ar gwinizh-du. E 1547 e skriv Noël Du Fail : “Evit gwir e vefe start ar vuhez evit ar re baour hep an ed-mañ a zo bet kasaet deomp 60 bloaz zo”.

Nac’h al labourerien-douar paeañ an deog war ar gwinizh-du en deus sikouret d’e astenn ivez.

E-pad kantvedoù eo bet unan eus an danvezoù muiañ implijet e predoù ar beizanted. Met e-kreiz an XIXvet kantved eo bet dilezet implij ar gwinizh-du er boued.

Bremañ eo brudet ar gwinizh-du adarre. Ur blantenn ekolojik eo rak berr eo kelc’hiad he buhez (tro-dro 100 devezh). N’he deus ket ezhomm louzaouiñ ebet na dilouzaouer na diastuzer. N’eus gluten ebet e-barzh hag he frotein zo eus ar re wellañ e-touez re ar plant.

Muioc’h-muiañ e vez lakaet war wel he ferzhioù mezhurel hag a-fed blaz gant ar re a labour gant ar boued.